Annwn

Annwn, Annwfn pe Annwvyn eo anv krenngembraek Bed All ar Gelted e gwengelouriezh Kembre. Un doare baradoz eo Annwn er skridoù koshañ. War an diwezhadoù avat e teuas da vout ur seurt ifern, dindan levezon ar gristeniezh.

Er Mabinogi eo Arawn eo roue Annwn, diwezhatoc'h e kaver anv eus Gwyn ap Nudd e lennegezh arzhurel. E mojenn Pwyll priñs Dyfed (kembraeg Pwyll Pendefig Dyfed) hag e danevelloù all e tiskouezer Annwn evel ul lec'h a levenez hag a builhentez.[1]

  1. Fañch Èlies Abeozen (troidigezh), Pevar Skourr ar Mabinogi, Kemper, Preder, 1980, p. 25-51.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search